Demat d'an holl!!
Me zo ur studier all eus Bro-Rusia o teskin brezhoneg e Skol-Veur Roazhon

,
Anna Romanovna a anavezan dija (demat deoc'h ma emaoc'h o lenn

) met emaon o paouez gwelout ar forum-man ha plijus a-walc'h e vo din mont e darempredou gant studierien/ezed brezhoneg eus Moskou ma 'peus c'hoant.
Un nebeut traou fentus 'meus da gontan deoc'h diwar-benn ar skol-veur, studierien a-vreman, festou-noz, arnodennou

, kelennerien nevez pe n'ouzon ket petra c'hoazh... Da skouer, setu, graet 'meus ur staj brezhoneg e Bro Leon e miz Ebrel ha plijus-kenan e oa, gallout a rafen neuze skrivan deoc'h un dra bennak diwar-benn ar staj-man (e brezhoneg, evel-just) ha diskouez fotoiou marteze.
Gwelout a ran ne vez ket komzet kalz a vrezhoneg aman!

Ha perak 'ta? Trist eo! Evel-just eo ruseg kalz aesoc'h da gomz (evel galleg e Roazhon), met ret e vefe lakaat un tammig muioc'h a c'hoant memes tra
Ha setu, plijadurus e oa kaout an anaoudegezh eus ho forum,
digarezit ac'hanoc'h ma'z eus faziou 'barzh ar pezh a zo bet skrivet,
salud ha ken ur wech all marteze!
PS n'em eus ket skrivet lizerennou "n" hag "u" gant sinou diakritek peogwir ne vezont ket gwelet mat aman