Добро пожаловать! Войти Регистрация

Продвинутый

Roazhon-Moskou

Отправлено Amezeg 
Amezeg
Roazhon-Moskou
07 May, 2007 06:28PM
Demat d'an holl!!

Me zo ur studier all eus Bro-Rusia o teskin brezhoneg e Skol-Veur Roazhon smileys with beer ,

Anna Romanovna a anavezan dija (demat deoc'h ma emaoc'h o lenn smiling smiley ) met emaon o paouez gwelout ar forum-man ha plijus a-walc'h e vo din mont e darempredou gant studierien/ezed brezhoneg eus Moskou ma 'peus c'hoant.

Un nebeut traou fentus 'meus da gontan deoc'h diwar-benn ar skol-veur, studierien a-vreman, festou-noz, arnodennou smiling smiley, kelennerien nevez pe n'ouzon ket petra c'hoazh... Da skouer, setu, graet 'meus ur staj brezhoneg e Bro Leon e miz Ebrel ha plijus-kenan e oa, gallout a rafen neuze skrivan deoc'h un dra bennak diwar-benn ar staj-man (e brezhoneg, evel-just) ha diskouez fotoiou marteze.

Gwelout a ran ne vez ket komzet kalz a vrezhoneg aman! winking smiley Ha perak 'ta? Trist eo! Evel-just eo ruseg kalz aesoc'h da gomz (evel galleg e Roazhon), met ret e vefe lakaat un tammig muioc'h a c'hoant memes tra smiling smiley

Ha setu, plijadurus e oa kaout an anaoudegezh eus ho forum,
digarezit ac'hanoc'h ma'z eus faziou 'barzh ar pezh a zo bet skrivet,
salud ha ken ur wech all marteze!

PS n'em eus ket skrivet lizerennou "n" hag "u" gant sinou diakritek peogwir ne vezont ket gwelet mat aman
Извините, у Вас недостаточно прав для того, чтобы создавать темы или отвечать на этом форуме.